logoukflag

Emglev Kevredel Breizh
Alliance Fédéraliste Bretonne

Difenn ar boblañs Vreton
Promoting the Breton people
Défense et promotion de la population Bretonne


ABP

lannEvit ur gouarnerezh breizhat nevez e dek poent

Bez 'ez eus eus Breizh, dre he fobladur hag heh istor, un hollad disheñvel gwirion. Dre se eo reizh da vat e vefe roet dezhi aozadurioù demokratel a-du gant he fersonelezh dibar ha diouzh youl he foblañs. Pell emañ Yann diouzh e gazeg bremañ p'emañ dispartiet diouzh ar vro ur bempvedenn eus he ziriad, hag a dalvez 40% eus he galloudezh armerzhel, hag e chom c'hoazh dindan gward ur galloud kreiz a lez ganti nebeut a frankiz ober war dachenn an endro, ar gevredigezh, an armerzh, ar yezhoù hag ar mediaoù. Ar sujidigezh vezhekaus-se eo a nac'h Emglev Kevredel Breizh, anezhañ ur strollad lec'hiet e-kreiz ar c'hoari politikel evel ma seller outañ er Frañs. Embann a reomp sklaer ivez ez eus ac'hanomp kevredadelourien europat. An enkrez armerzhel grevus m'emañ ar Frañs a red adsevel ar strollelezhioù lec'hel gant daou bal: muioc'h a efedusted ha nebeutoc'h a zispignoù. Dre ma argasomp ivez an diskoulmoù pellvanek, na gasont da neblec'h, e kinnigomp ar gouarnerezh nevez-mañ e dek poent. Ur respont hardizh ha beziadek d'an daeoù a-vremañ gant ur spered a atebegezh hag emziviz.

  1. Lakaet eo Breizh da dachenn ganti ar gwir da arnodenniñ.
  2. Adaozadur rannvroel.
    1. Distro al Liger-Atlantel en hollad breizhat [40% eus armerzh Breizh]. Echuiñ gant un dra euzhus kroueet gant goarnamant Vichy.
    2. Un dezvad arbennik a vo gant tolpad Kêr Naoned.
  3. Melestradurezh.
    1. Lemel kuit ar prefeded ha dreistprefeded. En o flas e vo ur Gomision Gemmesk Kempar, enni dileuridi eus ar Gouarnamant hag ar Rannvro. E karg e vo eus heuliañ an darempredoù Stad-Rannnvro. Cf. Italia m'eo miziek an emvodoù.
    2. Muioc'h a bouez roet d'ar Rannvro ha d'ar broioù. War grenn dermen ne vo departamant ebet ken.
  4. Dilennadegoù.
    1. Difennet e vo berniañ leuriadurioù.
    2. Dilennadegoù rannvro. 2/3 eus an izili dilennet e framm ar rannvro hag 1/3 e framm an departamant.
    3. Dilennadegoù Europa. Dilenn ar gannaded e framm ar rannvro.
    4. Dilennadegoù Senad. Ur gambr kannaded ar rannvroioù a gemer plas ar Senad. Ar Senadourien (2 e pep departamant) vo dilennet ha dizorniadus gant ar Rannvroioù. Cf. Bundesratt Alamagn.
    5. Kreñvaet e vo ar C'huzulioù-bro.[daou bal zo gant ar poentoù 3b, 4b ha 4d: eeunaat ar skeul velestradurel en ur reiñ. Muioc'h a bouez d'ar rannvro hag en ur izelaat an tailhoù. Kement-se a vez graet c'hoazh e meur a Stad en Europa.]
  5. Tailhoù.
    1. 60% eus an tailhoù dastumet er Rannvro a chom enni -46% bremañ- . Cf. Kumuniezh Emren Bro-Vask e Spagn.
    2. Merañ eeun an arc'hant europat gant ar Rannvro evel e Bro-Alzas.
  6. Deskadurezh.
    1. Rannvroelaat an deskadurezh, pezh a roio tu da aozañ ennañ ar c'helenn brezhoneg.
    2. Digeriñ ur Blein Skolveuriek Etrebroadel.
  7. Endro ha diorren padus Fiziet er Rannvro: merañ an dour, raktres en energiezh, merañ an aodoù hag ar takadoù gwarezet. Mirva an aodoù. Cf. Bro-Skos.
  8. Gwareziñ sokial ha reizhad yec'hed diwar skouer Bro-Alzas (hep divigad).
  9. Politikerezh yezhel. Div yezh ofisiel e Breizh, ar brezhoneg hag ar galleg. Lakaat da dalvezout penn-da-benn Karta Europa ar Yezhoù Minorelaet ha Karta Gwirioù Diazez Unvaniezh Europa [Mellad 22].
  10. Tachenn etrebroadel
    1. Sevel Europa ar pobloù war ar patrom kevredel.
    2. Lakaat Diaspora ar Vretoned da gemer perzh e Gouarnerezh ar Rannvro. Honnez a zibabo dilennidi evit derc'hel perzh er Gouarnerezh-se.